«D'al lec'h ma'z a an dorn ez a ar sell
D'al lec'h ma'z a ar sell ez a ar spered
D'al lec'h ma'z a ar spered emañ ar galon
El lec'h m'emañ ar galon e tiwan ar from»
Abhinaya Darpana (melezour ar jestr)

Un nevezenti evit ar yezh…
Alies e klaskomp doareoù nevez da bleustriñ war ar brezhoneg ha da ledanaat hec'h implij.
Dre an dañs e c'heller labourat war ar yezh, ar c'horf, sevenadurioù ar bed, lakaat an dud da gemer perzh en un arvest… ha reiñ plijadur !
Hag a-bouez eo lakaat ur mennoz diazez da dalvezout : strewiñ brezhoneg e pep lec'h ha prouiñ e c'hellomp treuzkas gantañ kement tra a garomp.

Raktresoù liesseurt da sevel…
Ar simplañ eo aozañ stajoù evit dizoleiñ an dañs met dedennus-kenañ eo ledanaat ar mennozh ha labourat war raktresoù hag a liamm an dañs ouzh ar c'hontadennoù, ar sport, ar yoga, ar sonerezh, sevenadurioù ar bed… Ha dreist e vefe sevel un arvest dañs kinniget e brezhoneg, ur gwir veaj e bro an doueed !
Evit ar raktresoù e brezhoneg kit e darempred gant Yvon Bourlès
06.89.30.14.06
yvon.bourles@orange.fr
an heizez hag an tigr
Montpellier : un arvest kontadennoù ha dañs
Ar Bharata-Natyam : kontadennoù dañset
Dañs klasel Su India eo ar Bharata-Natyam, kozh-kenañ (ouzhpenn 2000 bloaz) ha dañset e veze en temploù gant dañsourezed sakr. Kinnig a ra tammoù eus ar vitologiezh hag implijout a ra ur seurt yezh dre sinoù evit « istitlañ » ar c'hanaouennoù.
Dre ma vez koregrafiet darvoudoù eus buhez an doueed, n'emañ ket pell ar Bharata-Natyam diouzh bed ar c'hontadennoù. Meur a wech hon eus kenlabouret gant kontourien. E skolioù ha kreizennoù-dudi hon eus kaset stajoù ivez da geñver raktresoù pedagogel.
Deiziataer an darvoudoù e brezhoneg
26/03/2026 Staj Bharata-Natyam. Skol an Emsav, Roazhon (digoust, div abadenn : da 5e ha da 6e30)
12/03/2026 Staj dañs, Plañvour
(da-geñver forum ar micherioù e brezhoneg)
muioc'h a ditouroù a-benn nebeut
07/03/2026 staj dañs, Pont-'n-Abad
07/03/2026 kontadennoù ha dañsoù
gant Andrev Seznec, Pont-'n-Abad
04/03/2026 kontadennoù ha dañsoù
gant Andrev Seznec, Ploneour-Lanvern
04/03/2026 Prezegenn-kaozeadenn gant Harjit Singh
Plozevet
23/07/2025 Kaozeadenn diwar-benn an dañs indian, e istor ha staj Bharata-Natyam. Skol an Emsav, Roazhon
17/07/2025 staj Bharata-Natyam. KEAV, Kastellin.
10/03/2025 2 Staj Bharata-Natyam. Skol an Emsav, Roazhon
11/03/2023 Staj Bharata-Natyam. Sant-Jakez-al-Lann
05/03/2022 Un devezh e brezhoneg : Qigong, Yoga, Bharata-Natyam. Sant-Ervlan. Aozet gant Yezhoù ha Yec’hed.
16/10/2021 staj Bharata-Natyam. Sant-Jakez al Lann.
03/04/2021 staj Bharata-Natyam. Karnod (Chartres de Bretagne).






Staj Bharata-Natyam e brezhoneg
D'an 12 a viz Meurzh 2025
Roazhon
Un abadenn da 5e
Un abadenn da 6e30
Evit lakaat hoc'h anv :


Evit echuiñ ar staj : ur bedenn dañset
gouestlet d'an doue Ganesha, studiet ger-ha-ger

ar c'horf

bras

saludiñ